
2023
Treiñ
Fellout a ra deomp neuze lakaat da dalvezout ar brezhoneg e troerioù enlinenn zo evit diorren e implij ha gwarantiñ ma vo gwelet hor yezh er bed a-bezh.
Dale zo gant ar brezhoneg. Daoust bezañ nevezus e-keñver hec’h identelezh niverel ez eo Breizh ar rannvro nemeti, dezhi un astenn internet, n’emañ ket e Google Translate, en enep d’he c’heveleboù europat (.eus, .cat, .corsica, .frl, .scot, .gal, .cymru/.wales). Ennañ emañ c’hoazh ar yezhoù rannvro a zo ar muiañ a startijenn ganto en Europa : euskareg, katalaneg, korseg, frizeg, gouezeleg, galizeg ha kembraeg.
Troerioù enlinenn stank a zo : Google Translate, Yandex Translate, Microsoft / Bing / Azure, Amazon Translate, Itranslate, Apertium, Watson Language Translator / IBM
Babylon, DeepL, Systran, Reverso, ha kement zo.
Mestr eo ar benveg treiñ perzhiañ Google Translate, implijet gant 500 milion a dud hiziv an deiz, war marc’had an troerioù enlinenn. Gant e batrom digoust freemium (en enep da droerioù all a ranker paeañ evit ober ganto), e tiskouez Google Translate bezañ ar vukenn da dizhout da gentañ.
Palioù
- bodañ korpusoù testennoù gallek-brezhonek evit aesaat an deskiñ d’ar robotoù a bep seurt (ober a ra an troerioù enlinenn gant an naouegezh artifisiel evit magañ o reizhiad treiñ).
- lobiañ digant an droerien hag ar savennoù
Dalc'her ar raktres
Ar font debarzhadur .bzh, Breizh Niverel.
Evit gouzout hiroc'h
Rannañ :