identité bretagne numérique

AN IDENTELEZ

Diorren ha talvoudekaat ar vreizhadelezh er bed niverel. Ambroug a ra ar font bretagnenumerique.bzh an oberoù hag ar raktresoù a lakao da skediñ kumuniezh Breizh koulz hag ar raktresoù a vo aesaet hec'h etreoberoù ganto.

#EmojiBZH

Gant ar geriadur Unicode, ur skouer stlennegel anezhañ, e c’heller eskemmañ testennoù etre ar poellgomzerioù hag an arloadoù eus n’eus forzh peseurt savenn dre godiñ an holl lizherennegoù a zo anezho koulz hag an emojioù. Meret eo gant ar c’hevuniad Unicode staliet er Stadoù-Unanet, hag a vod ennañ savennoù internet bras ar bed (Facebook, Apple, Google, ha kement zo).

Enframmañ an emoji gwenn-ha-du er geriadur-mañ a lakafe anezhañ da vezañ hegerz war ouzhpenn 5 miliard a boellgomzerioù er bed. Reiñ a rafe an enframmañ-se ur welusted espar da Vreizh, d’he c’hevredigezhioù, d’hec’h embregerezhioù, d’he strollegezhioù ha kement zo.

Diwar al lusk bet roet lañs dezhañ abaoe 2017 evit lakaat an emoji da ziwanañ e oa bet ouzhpenn 34 000 a dud o sinañ ar sinadeg. E penn-kentañ 2020 e oa bet ur prouad en e vent natur war d/Twitter. Hegerz e oa an emoji gwenn-ha-du e-pad peder sizhun dre berzh an hashflag #EmojiBZH (un hashflag zo un hashtag hag a vez ganet emgefreek un emoji gantañ). Ganet e oa bet 405 886 emoji en ur ober 1 miz.  An taol-arnod-se en doa da bal diskouez anat d’ar c’hevuniad Unicode barregezh an emoji Gwenn-ha-du. Daoust d’al lusk diskouezet gant ar Bretonezed hag ar Vretoned da geñver an oberiadenn-se n’emañ ket an emoji gwenn-ha-du war roll 2021 an emojioù nevez, siwazh.

Palioù

  • enframmañ an emoji gwenn-ha-du war d/Twitter en un doare padus
  • lakaat en a-raok e par Europa raktresoù emojioù tiriadel dre vodañ ar rannvroioù dedennet ha dre gizidikaat ar barlamantidi europat, o vezañ m’eo Europa al live reizh evit gervel war GAFA Unicode.

Dalc'her ar raktres

Ar font debarzhadur .bzh, Breizh Niverel.

Evit gouzout hiroc'h

Rannañ :