Ar font debarzhadur

KEFRIDI AR FONT DEBARZHADUR

Diazezet eo bet ar font debarzhadur bretagnenumerique.bzh gant ar gevredigezh WWW.BZH, a zo marilh merañ an astenn internet .bzh.

Dre zileuriadur an ICANN, aozadur karget da reoliñ Internet e par ar bed, e ra war-dro merañ ha brudañ an tiriad niverel-se gouestlet da Vreizh, d'he sevenadur ha d'he yezhoù. Diwar intrudu ar gevredigezh ivez ez eus bet roet lañs d'ar c'houlzad #EmojiBZH a zo dezhañ da bal emplementañ emoji banniel Breizh war ar 5,4 miliard a poellgomzerioù a zo er bed.

DIWAR-BENN AR FONT DEBARZHADUR

An diazezer

Diazezet eo bet ar font debarzhadur bretagnenumerique.bzh gant ar gevredigezh Point BZH, a zo marilh merañ an astenn internet .bzh. Gant an astenn e c'heller kefluniañ chomlec'hioù lec'hiennoù internet gant livioù Breizh.

Ar c'huzul-merañ

Meret eo ar font debarzhadur gant ur c'huzul-merañ 7 ezel ennañ, hiniennoù pe dudelezhioù : David Lesvenan (prezidant), Stéphanie Stoll (besprezidant), Blandine Lanne (sekretour), Serge Appriou (teñzorour), Eric Vighetti, Pierre Bouton ha Jakez Bernard.