Font debarzhadur .BZH Breizh Niverel

Ar font debarzhadur .BZH Breizh Niverel a zo dezhañ da gefridi arc’hantaouiñ oberoù a laz hollek evit lakaat war wel, ijinañ hag aesaat diorren taolioù intrudu hag a grou talvoudoù evit Breizh er bed niverel. Ar raktres #EmojiBZH a zo unan eus an tri raktres kentañ dalc’het gant ar font debarzhadur.

Ur font debarzhadur nevezus ha klokaat

Savet eo bet ar font debarzhadur Breizh niverel gant ar gevredigezh Pik PZH ha dont a ra da glokaat obererezh ar gevredigezh a zo marilh an astenn internet breizhat .bzh. Evit gwir e c’hellor gantañ derc’hel pe skoazellañ taolioù intrudu ganto talvoudoù evit Breizh, he sevenadur hag he yezhoù evit a sell ouzh ar bed niverel.
Kreizañ a ra ar gevredigezh Pik Bzh war he c’hefridi bezañ marilh an astenn .bzh ha kenderc’hel a ra da zerc’hel taolioù intrudu e liamm gant an anvioù domani. Abaoe 2008 ez eo oberiant e kreiz kumuniezh internet ar bed ha lakaat a raio e kerz ar font hec’h anaoudegezh eus an ekoreizhiad niverel etrebroadel ha rannvroel hag he danvezioù teknikel evit derc’hel taolioù intrudu uhelek.

Pileroù ar font debarzhadur

Arc’hantaouiñ a ra ar font debarzhadur obererezhioù sokial, teknologel ha sevenadurel pe degas a ra e skoazell dezho neuze, hag int bodet en-dro da 3 filer : an identelezh, an deskadurezh hag ar c’hengred.

  • An identelezh : diorren ha talvoudekaat ar vreizhadelezh er bed niverel. Ambroug a ra ar font .BZH Breizh Niverel an oberoù hag ar raktresoù a lakao da skediñ kumuniezh Breizh koulz hag ar raktresoù a vo aesaet hec’h etreoberoù ganto.
  • Ar c’hengred : tennañ gounid eus degouezhioù an niverel evit sevel pe adsevel liammoù sokial ha kengred e Breizh. Kemer a ra perzh ar font .BZH Breizh Niverel e gwiadiñ rouedad sokial niverel Breizh neuze.
  • An deskadurezh : ambroug ha derc’hel kement ober a gendaol da zeskiñ an teknologiezhioù niverel, da skignañ anezho ha da bleustriñ warno e servij Breizh, he yezh hag he sevenadur. Skoazellañ a ra ar font .BZH Breizh Niverel ar raktresoù desavadurel e ster leun ar ger.

Mont en-dro ar font debarzhadur

Diazezet eo bet ar font debarzhadur gant ar gevredigezh Pik BZH, a zo marilh merañ an astenn internet .bzh. Gant an astenn e c’heller kefluniañ chomlec’hioù lec’hiennoù internet gant livioù Breizh. Gant ouzhpenn 12 000 lec’hienn internet e vez lakaet ar .bzh war wel hiziv.

Meret eo ar font debarzhadur gant ur c’huzul-merañ ennañ 7 ezel a-youl vat ampleget e kas war-raok an niverel e Breizh, he sevenadur pe he yezh : David Lesvenan (prezidant), Stéphanie Stoll (besprezidantez), Blandine Lanne (sekretourez), Serge Appriou (teñzorer), Eric Vighetti, Pierre Bouton ha Jakez Bernard.


En em harpañ a ra war an araezioù lakaet en e gerz gant ar gevredigezh hag he c’hevelerien donezoner pe he skodennerien brevez.

Tri raktres kentañ ar font debarzhadur

  • EmojiBZH : kenderc’hel a ra ar font gant an oberiadenn #Emojibzh a-benn enframmañ an emoji gwenn-ha-du er geriadur Unicode ha war an holl boellgomzerioù er bed. Ur skouer stlennegel eo ar geriadur Unicode, a c’heller eskemmañ ganti testennoù etre ar poellgomzerioù hag an arloadoù. Enframmañ an emoji gwenn-ha-du er geriadur-mañ a lakafe anezhañ da vezañ hegerz war ouzhpenn 5 miliard a boellgomzerioù er bed ha reiñ a rafe ur welusted espar da Vreizh, d’he c’hevredigezhioù, d’hec’h embregerezhioù, d’he strollegezhioù ha kement zo.
  • Wikipedia : Wikipedia eo ar 7vet lec’hienn gweladennet ar muiañ er bed. Ar brezhoneg eo eilvet yezh rannvro Frañs hag ar 7vet e par Europa gant war-dro 70 000 a bennadoù-skrid e brezhoneg. Fellout a ra d’ar font kreskaat an danvez enlinenn liammet ouzh Breizh hag ouzh ar brezhoneg evit reiñ ul lec’h brasoc’h da sevenadur Breizh ha d’he yezhoù. Degas a raio ur skoazell deknikel d’an ensavadurioù ha d’ar c’hevredigezhioù a labour bemdez evit mirout ha diorren anezho (dont da vezañ yezh rannvro kentañ Frañs, amplegañ an ensavadurioù, kreskaat an niver a berzhidi).
  • Treiñ: enframmañ ar brezhoneg en troerioù enlinenn (Google Translate, Deepl, Microsoft Bing, ha kement zo). Dale zo gant ar brezhoneg. Daoust bezañ nevezus e-keñver hec’h identelezh niverel ez eo Breizh ar rannvro nemeti, dezhi un astenn internet, n’emañ ket en troer enlinenn implijetañ er bed (Google Translate), en enep d’he c’heveleboù europat (.eus, .cat, .corsica, .frl, .scot, .gal, .cymru/.wales)

Penaos dont da vezañ mesen ?

Ha c’hwi un den prevez e c’hell 66% eus ho road bezañ didennet eus ho telloù (betek 20% eus ho korvoder telladus). Pedet eo an donezonerien da vont war-eeun war lec’hienn internet ar font debarzhadur bretagnenumerique.bzh. Ober a ra ar font gant ar benveg dastum Dengar, diorroet gant an embregerezh vreizhat arc’hantaouiñ a-stroll Kengo. Gantañ e c’hell ar c’hevredigezhioù, an diazezadurioù pe ar fontoù debarzhadur, dastum roadennoù evel ma teu e teu. Digoust eo an diskoulm-se ha roet e vez an holl fontoù dastumet d’an aozadur emvataer.

Ha c’hwi un embregerezh e c’hell 60% eus ho road bezañ didennet eus ho telloù (betek 0,5% eus ho kengreadur). Ho pediñ a ra ar font debarzhadur da vont e darempred war-eeun gant skipailh an oberiadennoù dre lec’hienn internet ar font debarzhadur pe dre bellgomz : 02 98 59 93 26.