
2023
Wikipedia
Wikipedia eo ar 7vet lec’hienn gweladennet ar muiañ er bed (SimilarWeb, 2021) gant 323 yezh hegerz hag ouzhpenn 57 milion a bennadoù skrivet gant tost da 100 milion a implijerien enskrivet.
Bez’ ez eus war-dro 70 000 a bennadoù-skrid e brezhoneg ha 65 000 implijer, en o zouez 80 implijer oberiat niveret evit doare brezhonek Wikipedia. Ar brezhoneg eo eilvet yezh rannvro Frañs neuze hag ar 7vet e par Europa.
Palioù
- Kreskaat an danvez brezhonek evit ober gant hor yezh yezh rannvro kentañ Frañs war Wikipedia ;
- Kreskaat an danvez liammet ouzh Breizh dre amplegañ muioc’h a ensavadurioù er raktres GLAM-Wiki – 6 ensavadur eo ar pal ;
- En em harpañ war ur rouedad perzhidi nevezet pa z’eo aet war ziskenn nevez zo kresk an niver a implijerien – 120 perzhiad nevez eo ar pal.
Dalc'her ar raktres
Ar font debarzhadur .bzh, Breizh Niverel.
Evit gouzout hiroc'h
Rannañ :